Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Sant Lucas 15:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a lavaraz dezhe ar barabolen‐man: |
Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.
Hag e rin eus Jeruzalem va levenez hag eus va fobl va joa, ne vo ken klevet trouz a glemmvanoù na trouz a c'harmoù.
Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.
Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.
Pehini ac’hanoc’h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec’h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?
Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c’harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved.
Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d’an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.