Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Sant Lucas 15:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude m’en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa hen doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezaz eur gernez vraz er vro‐ze; hag e commansaz beza en dienez. |
Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Ha setu, astennet em eus va dorn a-enep dit, bihanaet em eus al lodenn merket dit, da zilezet em eus da youl ar re a gasa ac'hanout, merc'hed ar Filistined o deus mezh eus da hent fall.
Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d’ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.
Mont a reas d’en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc’h.