Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 15:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Mont a reas d’en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hag o veza eat ac’hane, en em lakeaz da vevel gant unan euz a dud ar vro‐ze, hag he‐man a gassaz anezhan d’he zouarou da ziwall ar moc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:15
27 Referencias Cruzadas  

Hag en amzer e estrenvan, e kendalc'has da bec'hiñ a-enep an AOTROU, eñ ar roue Akaz.


Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


En abeg da zireizhder e c'hoantegezh on bet imoret hag em eus skoet warnañ, kuzhet em eus va dremm hag ez on bet imoret. Hag an disent en deus heuliet hent e galon.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Doug eta, te ivez, an dismegañs ac'h eus roet da'z c'hoarezed, en abeg da'z pec'hedoù a oa euzhusoc'h eget o re. Int en em gav reishoc'h egedout! Bez eta, te ivez, goloet a vezh, ha doug da zismegañs, pa ec'h eus reishaet da c'hoarezed.


evit ma ez po soñj ha ma vi mezhek. En abeg da'z tismegañs, ne zigori ken da c'henoù pa em bo pardonet dit kement ac'h eus graet, eme an Aotrou AOTROU.


Teurel a rin warnout da euzhusted, da rentañ a rin displet, hag e lakain ac'hanout da wel d'an dud.


Ha me ivez em eus ho lakaet da vezañ disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoù, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.


Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.


Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d’ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.


Goude m’en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez.


Karet en dije leuniañ e gof gant ar c’hlosoù a zebre ar moc’h, met den ne roe dezhañ.


Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec’hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos