Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 15:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hag o veza eat ac’hane, en em lakeaz da vevel gant unan euz a dud ar vro‐ze, hag he‐man a gassaz anezhan d’he zouarou da ziwall ar moc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Mont a reas d’en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 15:15
27 Referencias Cruzadas  

Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma.


Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka‐ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz.


Pa hen doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezaz eur gernez vraz er vro‐ze; hag e commansaz beza en dienez.


C’hoant hen divije bet da derri he naoun gant ar boued a zebre ar moc’h; mes den na roe dezhan.


Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel;


Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos