rak gwelloc'h eo e vefe lavaret dit: Pign amañ, eget bezañ izelaet dirak ar priñs en deus da zaoulagad gwelet.
Sant Lucas 14:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kinnig a reas d’ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a reaz ive eur barabolen d’ar re a oa pedet, o velet anezhe o choazar plasou kenta; hag e lavaraz dezhe: |
rak gwelloc'h eo e vefe lavaret dit: Pign amañ, eget bezañ izelaet dirak ar priñs en deus da zaoulagad gwelet.
Jezuz a lavaras an holl draoù-se d’ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma karit ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù.
Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù, a gar ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù,
Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.
Skrivet em eus d’an Iliz, met Diotrefez a gar bezañ an hini kentañ en o zouez, na zegemer ket ac’hanomp.
Samzun a lavaras dezho: Emaon o vont da ginnig un divinadell deoc'h. Mar displegit din anezhi e-pad seizh devezh ar fest ha mar kavit anezhi, me a roio deoc'h tregont roched ha tregont dilhad fresk.