Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.
Sant Lucas 14:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak me a lavar deoc’h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c’hoan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag me hen lavar deoc’h, hini euz an dud a oa bet pedet na da nvai euz va c’hoan. |
Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.
Neuze e lavaras d’e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.
Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.
Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.
Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.