Sant Lucas 14:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d’ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha pa oa poent koan, e kassaz he zervicher da lavaret d’ar re a oa pedet: Deuit, rag prest eo pep tra. |
Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da’m digareziñ.
An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec’hed, ra zeuio da’m c’havout ha ra evo.
Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,