Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 14:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da’m digareziñ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Neuze en em lekejont holl a‐unan da ober digareziou. Ar c’henta a lavaraz dezhan: Me em euz prenet douar hag a rank mond d’he velet; da bedi a ran d’am escuzi.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 14:18
24 Referencias Cruzadas  

Ouzh piv e komzin ha da biv e lavarin, ma vin selaouet? Setu, o skouarn a zo diamdroc'h, ha ne c'hellont ket klevout. Setu, komz an AOTROU a zo evito un dra disprizus, ne gavont plijadur ebet enni.


Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d’ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ.


Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da’m digareziñ.


Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d’ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!


Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.


Deuet eo da gavout e re, hag e re n’o eus ket e zegemeret.


C’hwi ne fell ket deoc’h dont da’m c’havout evit kaout ar vuhez.


petra bennak ma c’hellfen ivez en em fiziout er c’hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c’hig, me a c’hellfe c’hoazh muioc’h,


rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.


hag e serrint o divskouarn ouzh ar wirionez, oc’h en em dreiñ etrezek mojennoù.


ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos