E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
Sant Lucas 14:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Unan euz ar re a oa ouz taol ganthan, o veza klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Eürus an hini a zebro bara en rouantelez Doue! |
E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
Evel-se e lavaran deoc’h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c’hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.
evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.