Sant Lucas 13:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a responto: N’ouzon ket a beleac’h ez oc’h, a lavaran deoc’h; tec’hit kuit diouzin c’houi holl pere en em ro d’ar fallentez. |
Bep mintin e tistrujin holl dud fall ar vro, evit tennañ kuit eus kêr an AOTROU an holl vicherourien a zireizhder.
Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel!
Na'm zilam ket gant ar re zrouk ha gant ar vicherourien a zireizhder, ar re a lavar komzoù a beoc'h d'o nesañ, petra bennak ma'z eus drougiezh en o c'halon.
An dud lorc'hus ne zalc'hont ket dirak da zaoulagad; kasaat a rez an holl vicherourien a zireizhder.
Va dremm a zo disc'hraet holl gant ar glac'har, disec'hañ a ra en abeg da'm holl enebourien.
Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.