Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
Sant Lucas 13:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac’h eus kelennet en hor straedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi a lavaro neuze: Debri hag eva hon euz great diraz’oud, ha prezeget ec’h euz var hor plasennou public. |
Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.