An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c’hell bezañ salvet?
Sant Lucas 13:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag unan‐benag a lavaraz dezhan: Aotrou, ha gwir eo ne vezo salvet nemed neubeud a dud? |
An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c’hell bezañ salvet?
Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d’ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
Mont a rae dre ar c’hêrioù ha dre ar bourc’hioù, o kelenn hag o terc’hel da vont etrezek Jeruzalem.
Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.