Va daoulagad a vo war dud feal ar vro, evit ma chomint ganin. An hini a gerzh war hent an eeunder am servijo.
Sant Lucas 12:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc’h ober kement-se pa erruo! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar servicher a vezo kavet oc’h ober kement‐se, pa zeuio he vestr! |
Va daoulagad a vo war dud feal ar vro, evit ma chomint ganin. An hini a gerzh war hent an eeunder am servijo.
An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret.
Eürus an den a ra an traoù-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrañ, hag o herzel e zaouarn d'ober droug.
Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos en em c’hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.