Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Sant Lucas 12:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc’h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu aman, eme‐z’han, petra a rin: diskar a rin va c’hreunielou, ha sevel a rin re vrassoc’h, hag e tastumin eno va holl eost ha va madou. |
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc’h egeto?
hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost.
Hag e lavarin da’m ene: Va ene, kalz a vadoù ac’h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.
Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n’o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc’h eget laboused?
E-pad pell amzer ne c’hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na’m eus resped ebet evit den,
Bremañ, ouzhoc’h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc’hoazh d’ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c’hounit.
Kentoc’h e tlefec’h lavarout: Mar fell d’an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se.