Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.
Sant Lucas 12:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne’m eus ket lec’h a-walc’h evit dastum va eost. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag an den‐man a rezone enhan he‐unan, hag a lavare: Petra a rin‐me? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost. |
Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.
rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.
Ro d’an neb a c’houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh,
Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc’h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù.
Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.
N’en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec’het.
Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.
Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c’hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c’houlenn aluzen.
Ha me a lavar deoc’h: Grit mignoned deoc’h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.
Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.
Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma’z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d’an hini n’en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d’ober an hevelep tra.
Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d’ober evit bezañ salvet?
O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.