Sant Lucas 11:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Gwalleur deoc’h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec’hioù na c’hellont ket dougen, ha c’hwi hoc’h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz: Malheur ive deoc’h‐hu doctored euz al lezen, rag c’houi a zam an dud gant beac’hiou re bounner evithe, hag hoc’h‐unan ne stokfac’h ket enhe gant ho piz. |
Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,
Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac’hanomp-ni ivez.
Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig.