Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc’h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.
Sant Lucas 11:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den n’enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec’h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c’hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Den e‐bed na allum eur c’houlaouen evit he lakaad en eul leac’h kuzet, pe dindan eur boezel, mes he lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hallo ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. |
Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc’h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.