Sant Lucas 11:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma’z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.
Rouanez ar C’hreiz‐teiz a zavo, deiz ar varn, a‐enep tud ar generation‐man, hag ho c’hondaono, rag hou‐man a zeuaz euz ar pen pella euz an douar da zelaou furnez Salomon; ha setu, ez euz aman brassoc’h eged Salomon.
Rouanez Seba, o vezañ klevet brud Salomon, a zeuas da Jeruzalem da amprouiñ Salomon dre luziadelloù. Un heuliad bras he doa, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.
Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.
hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c’horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.