Sant Lucas 11:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c’has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar d’eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk‐sperejou, dre biou eta ho pugale‐hu ho c’hassont‐hi kuit? Int ho‐unan eta a vezo ho parnerien. |
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.
Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac’hanomp.
Hiniennoù eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c’hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc’het gant an drouk-speredoù, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.