La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 11:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag unan‐benag anezhe a lavaraz: Dre Veelzebul, prins an drouk‐sperejou, eo e kas kuit an drouk‐sperejou.

Ver Capítulo



Sant Lucas 11:15
11 Referencias Cruzadas  

A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.


Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc’het gant un diaoul dall ha mut hag e yac’haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.


Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.


Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.


Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?


Ar bobl a respontas: Un diaoul ac’h eus. Piv a glask lakaat ac’hanout d’ar marv?


Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?


Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.