La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 10:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Na zougit na yalc’h, na sac’h, na botoù, ha na saludit den en hent.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Na gassit ganeoc’h na ialc’h, na bissac’h, na boutou; ha na zaludit den e‐bed en hent.

Ver Capítulo



Sant Lucas 10:4
13 Referencias Cruzadas  

Hag e voe kinniget dezhañ da zebriñ. Met eñ a lavaras: Ne zebrin ket ken na'm bo lavaret ar pezh am eus da lavarout. Komz! emezañ.


Eñ a lavaras: Na zaleit ket ac'hanon, pa en deus benniget an AOTROU va beaj. Kasit ac'hanon kuit evit ma'z in da gavout va mestr.


Hag e reas dibrañ an azenez, hag e lavaras d'he servijer: Kas buan ha na c'horreka ken na lavarin dit.


Elizea a lavaras da C'hehazi: Gouriz da zivgroazell, kemer va bazh ez torn, ha kae. Mar kavez unan bennak, n'en saludi ket, mar salud unan bennak ac'hanout, ne responti ket dezhañ, hag e lakai va bazh war zremm ar bugel.


ra sello da zaoulagad dirazout, ra en em lakaio da valvennoù eeun,


Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.


Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc’h, hep sac’h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc’h? Int a lavaras: Netra.


David a lavaras da Akimelek: Ha ne'c'h eus ket dindan da zorn ur goaf pe ur c'hleze bennak? Rak ne'm eus ket kemeret va c'hleze na va armoù ganin, rak mall e oa ober gant afer ar roue.