La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 10:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes eur Samaritan, en eur vond gant he hent, en em gavaz eno, ha pa velaz anezhan, e kemeraz truez outhan.

Ver Capítulo



Sant Lucas 10:33
14 Referencias Cruzadas  

pardon da'z pobl he devo pec'het a-enep dit an holl bec'hedoù o devo graet a-enep dit, gra ma vint un dra a drugarez evit ar re o devo o harluet ha m'o devo truez outo,


Digor a reas anezhi hag e welas ar bugel; setu, e oa ur paotr bihan a ouele. Trugarez he doe outañ hag e lavaras: Unan eo eus bugale an Hebreed.


Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n'a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc'h eget ur breur pell.


Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,


Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit?


Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec’h, o welout anezhañ, a yeas e-biou.


O tostaat, e lienas e c’houlioù hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc’h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhañ.


An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!


Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c’houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.


Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?