Sant Lucas 10:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec’h, o welout anezhañ, a yeas e-biou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eul Levit, o veza deuet ive el leac’h‐se, hag o veza gwelet anezhan, a dremenaz a‐biou. |
Na zilez ket da vignon na mignon da dad, ha n'a ket e ti da vreur e deiz da estrenvan, rak un amezeg tost a dalvez muioc'h eget ur breur pell.
rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.
Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.
Neuze an holl C’hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhañ dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.
Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,