D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Sant Lucas 10:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: Petra a zo scrivet el lezen, ha petra a lennez‐te enhi? |
D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!
Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.