Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Sant Lucas 10:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze eun doctor euz al lezen a zavaz hag a lavaraz da Jesus, evit hen amprouv: Mestr, petra a rankan‐me da ober evit herita euz ar vuez eternel? |
Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Unan eus ar skribed o c’hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c’houlennas digantañ: Pehini eo ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù?
Rak me a lavar deoc’h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c’hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n’o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket e glevet.
Unan eus ar pennoù a c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n’int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c’holl bolontez Doue en o c’heñver.
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa.