Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Sant Lucas 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, an deg ha tri‐ugent diskibl a zistroaz gant joa, o lavaret: Aotrou, an drouk‐sperejou ho‐unan a bleg deomp en da hano. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;
Goude-se, an Aotrou a zilennas c’hoazh dek ha tri-ugent all hag o c’hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec’hioù ma tlee mont e-unan.
Koulskoude, n’en em laouenait ket eus ma pleg deoc’h ar speredoù, met en em laouenait kentoc’h eus ma’z emañ hoc’h anvioù skrivet en neñvoù.
yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h.
O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac’haat ar c’hleñvedoù.
Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.
Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d’o ezhec’h o-unan en holl draoù.