Sant Lucas 10:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac’h hag al ludu. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Malheur d’id, Korazin; malheur d’id, Bethsaïda; rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar burzudou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent distroet ouz Doue, en eur gemeret ar zac’h hag al ludu. |
evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.
D'an unnekvet bloaz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:
Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.
Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.