Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
Sant Lucas 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e peseurt kêr bennak ma’z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit: |
Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
Ha p’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha ne selaouint ket ho komzoù, pa’z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid.
Hejañ a reomp a-enep deoc’h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc’h.
yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h.
P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket, pa’z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.