da bediñ a ran, setu, da servijer en deus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag ec'h eus diskouezet da vadelezh em c'heñver en ur salviñ din va buhez. Met ne c'hellan ket en em saveteiñ war ar menez a-raok ma teuio ar gwall da'm zapout, hag e varvin.
Lavarout a reas ivez d’an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac’hanout d’o zro ha na rafent dit an hevelep tra.