Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Sant Lucas 1:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned da gavout ur werc’hez a dlee dimeziñ d’un den anvet Jozef, eus tiegezh David. Ar werc’hez-se a oa anvet Mari. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) da eur verc’hez pehini a dlie dimezi da eur goaz hanvet Josef, euz a di David; hag ar verc’hez‐ze a oa hanvet Mari. |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Betek pegeit e vi o kantren, merc'h disent? Rak an AOTROU a grou un dra nevez war an douar: ar vaouez a gildroenno en-dro d'ar gwaz.
Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c’hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
An ael o vezañ aet el lec’h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.