Levr Rud 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras d'an hini a c'helle dasprenañ: Naomi a zo addeuet eus maezioù Moab, ha lakaet he deus da werzhañ al lodenn bark a oa da Elimilek hor breur. |
Setu, Hanameel, mab da eontr Shallum, a zeu da'z kavout evit lavarout dit: Pren va fark a zo en Anatod, rak an droed a zaspren ac'h eus evit e brenañ.
Mar deu da vreur da vezañ paour ha mar gwerzh ul lodenn eus e berc’henniezh, ha mar deu e gar nesañ da zasprenañ, ec’h adpreno ar pezh en devo gwerzhet e vreur.
Anv an den-se a oa Elimelek, hag anv e wreg Naomi, hag anvioù e zaou vab Maklon ha Kiljon, Efratiz eus Betlehem Juda. Dont a rejont e maezioù Moab da chom eno.