Ester ne zisklêrias ket he fobl nag he ganedigezh, rak Mardoke en doa urzhiet dezhi na zisklêrje netra.
Levr Rud 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tiskennas d'al leur, hag e reas kement en doa gourc'hemennet he mamm-gaer. |
Ester ne zisklêrias ket he fobl nag he ganedigezh, rak Mardoke en doa urzhiet dezhi na zisklêrje netra.
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas.