Neuze David a savas diwar an douar, hag en em walc'has, en em olevas hag e cheñchas e zilhad; hag ez eas e ti an AOTROU, hag e stouas. Goude e tistroas d'e di, hag e c'houlennas boued a voe kinniget dezhañ, hag e tebras.
Levr Rud 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em walc'h hag en em olev, laka da vantell warnout ha diskenn d'al leur. N'en em ro ket da vezañ anavezet gantañ ken n'en devo echu da zebriñ ha da evañ. |
Neuze David a savas diwar an douar, hag en em walc'has, en em olevas hag e cheñchas e zilhad; hag ez eas e ti an AOTROU, hag e stouas. Goude e tistroas d'e di, hag e c'houlennas boued a voe kinniget dezhañ, hag e tebras.
a gasas da Dekoa hag a lakaas da zont ac'hane ur vaouez fin bras, hag e lavaras dezhi: Mar plij, en em laka e kañv, gwisk da zilhad kañv, na laka c'hwezh-vad ebet, met bez evel ur vaouez a ouelfe abaoe pell zo war unan marv.
D'an trede deiz Ester a wiskas he dilhad rouanez hag en em zalc'has e leurenn an diabarzh eus ti ar roue, a oa dirak ti ar roue. Ar roue a oa azezet war dron e rouantelezh, en ti roueel, e-tal dor an ti.
hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.
Da walc'het em eus en dour, lamet em eus ar gwad diwarnout, ha da olevet em eus gant eoul.
Ar Boaz-se, ma'z out bet gant e vitizhien, ha n'eo ket kar deomp? Setu e wento en noz-mañ an heiz a zo en e leur.
Ha pa yelo da gousket, evesha pelec'h e kousko, ha neuze ez i da zizoleiñ e dreid hag e c'hourvezi. Neuze e lavaro dit ar pezh az po d'ober.