Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier.
Levr Rud 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas kuit eus al lec'h ma oa o chom gant he div verc'h-kaer, hag en em lakajont en hent evit distreiñ da vro Juda. |
Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier.
Hag int a savas o mouezh hag a ouelas c'hoazh. Orpa a bokas d'he mamm-gaer, met Rud en em stagas outi.
Hag e savas gant he merc'hed-kaer evit distreiñ eus maezioù Moab, rak klevet he doa e maezioù Moab penaos en doa an AOTROU gweladennet e bobl en ur reiñ dezho bara.
Naomi a lavaras d'he div verc'h-kaer: Kit, distroit pep hini da di ho mamm. An AOTROU a vo trugarezus en ho keñver, evel m'hoc'h eus bet e-keñver ar re a zo marv hag em c'heñver.