Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 8:3
10 Referencias Cruzadas  

Maouez Tekoa a gomzas eta ouzh ar roue, hag a gouezhas, he dremm d'an douar, a stouas, hag a lavaras: O roue, ro din sikour!


Neuze e lavaras da C'hehazi: Lavar dezhi: Setu, kemeret ec'h eus an holl brederioù-se ganeomp, petra a c'hellimp ober evidout? Bez' ac'h eus da gomz ouzh ar roue, pe ouzh penn an arme? Hag e respontas: Emaon o chom e-touez va fobl.


Evel ma tremene roue Israel war ar voger, ur vaouez a grias dezhañ o lavarout: Sikour-me, o roue va aotrou!


Ar vaouez-mañ eta, o vezañ savet, en doa graet hervez komz den Doue. Aet e oa, hi hag he ziegezh, da chom seizh vloaz e bro ar Filistined.


Ar roue a gomze ouzh Gehazi servijer den Doue, o lavarout dezhañ: Disklêr din an holl draoù bras en deus graet Elizea.


Neuze ar roue a reas goulennoù digant ar vaouez, hag hi a zisklêrias an traoù dezhañ. Ar roue a roas ur spazhad dezhi, en ur lavarout: Gra resteurel dezhi kement a zo dezhi, gant holl leveoù he farkeier abaoe an deiz ma he deus kuitaet ar vro betek bremañ.


Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoù gantañ. Ha n'eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU.


Mont a reas kuit eus al lec'h ma oa o chom gant he div verc'h-kaer, hag en em lakajont en hent evit distreiñ da vro Juda.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos