Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ar roue a gomze ouzh Gehazi servijer den Doue, o lavarout dezhañ: Disklêr din an holl draoù bras en deus graet Elizea.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 8:4
24 Referencias Cruzadas  

Kemer a reas ar vantell en doa Elia lezet da gouezhañ diwarnañ, hag e skoas war an doureier en ur lavarout: Pelec'h emañ an AOTROU Doue Elia? Eñ ivez a skoas war an doureier, en em rannas aze hag amañ, hag Elizea a dremenas.


O tistreiñ, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.


Hag e lavaras da C'hehazi e servijer: Galv ar Sunamitez-se. He gervel a reas, hag homañ en em zalc'has dirazañ.


Evel-se ez eas kuit hag e teuas etrezek den Doue da Venez Karmel. Kerkent ha ma welas den Doue anezhi, a-bell, e lavaras da C'hehazi e servijer: Setu aze ar Sunamitez!


Neuze e tiskennas hag en em soubas seizh gwech er Jordan, hervez komz den Doue, hag e gig a zistroas dezhañ heñvel ouzh kig ur bugel bihan, hag e voe glan.


Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?


Ha den Doue a lavaras: Pelec'h eo kouezhet? Hag e tiskouezas dezhañ al lec'h. Elizea a droc'has un tamm koad hag en taolas eno, hag e lakaas an houarn da neuñvial.


Elizea a lavaras: Selaouit komz an AOTROU: Evel-henn e komz an AOTROU: Warc'hoazh d'an eur-mañ, ur sea flour bleud a vo evit ur sikl, ha daou sea heiz evit ur sikl, e-tal dor Samaria.


Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.


Bez' e oa ouzh dor kêr pevar den lovr, a lavarjont an eil d'egile: Perak e chomfemp amañ betek ma varvimp?


Hag a-benn ar seizh vloaz e tistroas ar vaouez eus bro ar Filistined, hag e teuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier.


Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec’h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma’z in me ivez d’e azeuliñ.


Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c’hoant d’e welout abalamour m’en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c’hortoze e welout oc’h ober ur mirakl bennak.


Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc’hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c’hoantae gwelout anezhañ.


Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc’h ha n’hoc’h eus ket selaouet. Perak e fell deoc’h henn klevout a-nevez? C’hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?


Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc’hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos