Leviegezh 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lakaas da vogediñ war an aoter al lard, al lounezhi hag ar flipezenn a zo war an avu eus an aberzh-dic’haouiñ, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez. |
Kemer a ri an holl lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, hag o lakai da vogediñ war an aoter.
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.
Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, hag e soubas e viz er gwad, e lakaas dioutañ war gerniel an aoter hag e skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter.