La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Leviegezh 8:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

Ver Capítulo



Leviegezh 8:1
12 Referencias Cruzadas  

Aaron hag e vibien a lakae da vogediñ war aoter al loskaberzh ha war aoter ar c'hwezh-vat, hag e oant karget eus pep servij el lec'h santel-meurbet, hag e raent dic'haou evit Israel hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU .


Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.


Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.


Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.


Setu amañ ar pezh a ri dezho evit o santelaat, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. Kemer ur c'hole yaouank, daou dourz disi,


Gwiskamantoù santel Aaron a vo d'e vibien war e lerc'h, evit ma vint olevet ha gouestlet enno.


Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d'e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc'hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.


Evel-se e voe echuet holl labour an tabernakl, teltenn an engalv. Mibien Israel a rejont evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; ober a rejont evel-se.


Lakaat a ri Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc'hi anezho gant dour.


a voe gourc’hemennet da Voizez gant an AOTROU war Venez Sinai, an deiz ma c’hourc’hemennas da vibien Israel kinnig o frofoù e lec’h distro Sinai.


Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,


Ar re-se eo mibien Aaron, an aberzhourien a voe olevet; gouestlet int bet evit ar servij evel aberzhourien.