hag ec'h olevi anezho evel ma ez po olevet o zad, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien. O oleviadur a roio dezho da vezañ aberzhourien da viken, a rummadoù da rummadoù.
Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.
Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU e gouelec'h Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad.