La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Leviegezh 14:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

An aberzhour a c’hourc’hemenno ma vo lazhet unan al laboused war ul lestr-pri, a-us da zour bev.

Ver Capítulo



Leviegezh 14:5
8 Referencias Cruzadas  

an aberzhour a c’hourc’hemenno kemer, evit e c’hlanidigezh, daou labous bev ha glan, koad sedrez, ruz-moug hag sikadez.


Lazhañ a raio unan al laboused war ul lestr-pri, a-us da zour bev.


Al labous bev a gemero, gant ar c’hoad sedrez, ar ruz-moug hag ar sikadez, hag e soubo anezho, gant al labous bev, e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev.


An aberzhour a gemero dour santel en ul lestr-pri; an aberzhour a gemero poultr diwar leur an tabernakl hag en lakaio en dour.


Rak, petra bennak ma’z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c’halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c’halloud Doue en ho keñver.


Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.


Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,