La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Leviegezh 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar kav dezhañ eo ar gouli paouezet ha n’eo ket ar gouli astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh.

Ver Capítulo



Leviegezh 13:5
4 Referencias Cruzadas  

An hini eus e vibien a vo er velegiezh en e blas hag a zeuio da deltenn an engalv evit ober servij el lec'h santel, a vo gwisket ganto e-pad seizh devezh.


Mar d-eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli.


An aberzhour a sello outañ un eil gwech d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo deuet ar gouli da vezañ teñvaloc’h ha ma n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, un darouedenn eo. Kannañ a raio e zilhad hag e vo glan.


An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.