Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 13:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Mar d-eo un tarch gwenn-kann war groc’hen ar c’horf ha ma n’eo ket e zoare donoc’h eget ar c’hroc’hen ha ma n’eo ket e vlev deuet da vezañ gwenn, an aberzhour a serro e-pad seizh devezh an hini en deus ar gouli.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 13:4
14 Referencias Cruzadas  

Hag al Levited, o deus pellaet diouzhin pa ziheñche Israel hag o deus diheñchet diouzhin evit heuliañ o idoloù, a zougo o direizhder.


ez eo ul lorgnez wriziennet e kroc’hen e gorf; an aberzhour en disklêrio dic’hlan; ne serro ket anezhañ rak dic’hlan e vo.


an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhañ en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.


Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh.


An aberzhour a sello ouzh ar gouli a zo war groc’hen ar c’horf. Mar d-eo blev ar gouli deuet da vezañ gwenn ha mar d-eo doare ar gouli donoc’h eget kroc’hen e gorf, ez eo ur gouli lorgnez; an aberzhour a sello outañ hag a zisklêrio anezhañ dic’hlan.


Mar kav d’an aberzhour, o sellout ouzh gouli an tagn, n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen ha n’eus ket blev du ennañ, e serro e-pad seizh devezh an hini en deus gouli an tagn.


An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar kav dezhañ eo ar gouli paouezet ha n’eo ket ar gouli astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a serro anezhañ un eil gwech e-pad seizh devezh.


An aberzhour a sello ouzh ar gouli hag a serro e-pad seizh devezh ar pezh en deus ar gouli.


an aberzhour a yelo er-maez eus an ti, ha, pa vo ouzh an nor, e serro an ti e-pad seizh devezh.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Mar en dije he zad krañchet ouzh he dremm, ha ne vije ket goloet a vezh e-pad seizh devezh? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, ha goude-se e vo degemeret ennañ.


Mari a voe klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, hag ar bobl n'eas ket kuit, ken na voe Mari degemeret ennañ.


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


e reni un enklask, e c'houlenni hag e klaski gouzout gant evezh. Mard eo gwir ha diarvar an dra-se, graet eo un euzhusted en ho touez,


Pec’hedoù darn eus an dud a zo dizolo zoken a-raok ma’z int barnet, met bez’ ez eus reoù all ha n’en em ziskouezont nemet goude.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos