O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez' ez eus taolioù feuls etre o daouarn.
Leviegezh 13:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa vo ur gouli lorgnez war un dilhad, war un dilhad gloan pe war un dilhad lin, |
O gwiadoù ne zeuint ket da vezañ ur vantell, ha den n'en em wisko ket gant o oberennoù; o oberennoù a zo oberennoù a zrougiezh, bez' ez eus taolioù feuls etre o daouarn.
Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.
Kemeret ec'h eus diwar da zilhad, ha kinklet ec'h eus da uhellec'hioù gant livioù a bep seurt evit gastaouiñ eno, un dra ne oa ket c'hoarvezet ha ne c'hoarvezo ken.
E keit hag en devo ar gouli, e vo dic’hlan. Dic’hlan eo, chom a raio e-unan, e chomlec’h a vo er-maez eus ar c’hamp.
e steuñvenn pe en anneuenn al lin pe ar gloan, pe en ur c’hroc’hen pe en un dra bennak graet gant kroc’hen,
Deviñ a raio an dilhad, pe ar steuñvenn pe an anneuenn e gloan pe e lin, pe an dra bennak a groc’hen a vo ar gouli warnañ, rak ul lorgnez wriziennet eo. Devet e vo en tan.
Hounnezh eo al lezenn diwar-benn gouli al lorgnez war un dilhad gloan pe war un dilhad lin pe en ur steuñvenn pe en un anneuenn pe war un dra bennak a groc’hen, evit disklêriañ ar pezh a zo glan hag ar pezh a zo dic’hlan.
An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.
da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,
salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c’hig.