Met mar d-eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet, ur gleizhenn eus an danijenn eo, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan.
Leviegezh 13:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh. |
Met mar d-eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet, ur gleizhenn eus an danijenn eo, an aberzhour a zisklêrio anezhañ glan.
an aberzhour a sello outañ. Mar d-eo ar blev deuet da vezañ gwenn ha mar kav dezhañ ez eo donoc’h eget ar c’hroc’hen, eo al lorgnez o tispuilhañ en devad. An aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.
An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.