Leviegezh 13:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 An aberzhour a sello outañ d’ar seizhvet deiz. Mar d-eo astennet war ar c’hroc’hen, an aberzhour a zisklêrio anezhañ dic’hlan. Ur gouli a lorgnez eo.
Pa en devo un den war groc’hen e gorf ur yoc’henn, un darouedenn pe un tarch gwenn, a vo war groc’hen e gorf evel ur gouli lorgnez, degaset e vo da gavout Aaron an aberzhour, pe da gavout unan eus e vibien an aberzhourien.
Mar gwel an aberzhour n’eus ket ennañ blev gwenn ha n’eo ket donoc’h eget ar c’hroc’hen hag ez eo deuet da vezañ teñvaloc’h, an aberzhour a serro anezhañ e-pad seizh devezh.
Met mar d-eo an tarch paouezet ha n’eo ket astennet war ar c’hroc’hen hag a zo deuet da vezañ teñvaloc’h, yoc’henn an devad eo. An aberzhour a zisklêrio anezhañ glan, rak kleizhenn an devad eo.
Mar d-eo astennet an darouedenn war ar c’hroc’hen goude m’en devo sellet an aberzhour outañ evit e zisklêriañ glan, an aberzhour a sello outañ un eil gwech.