evit diforc’hañ ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan, al loen a vez debret diouzh an hini na vez ket debret.
Leviegezh 12:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout: |
evit diforc’hañ ar pezh a zo dic’hlan diouzh ar pezh a zo glan, al loen a vez debret diouzh an hini na vez ket debret.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa zeuio ur wreg da vezañ brazez a da c’henel ur mab, e vo dic’hlan e-pad seizh devezh; dic’hlan e vo evel en amzer saotradur he mizioù.
Mar en deus stoket dic’hlander un den, n’eus forzh dic’hlander graet, ha ma vez kuzhet outañ, pa vez anavezet gantañ, e vo kablus.
An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.
Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezhi da vezañ glanaet, e tegasjont anezhañ da Jeruzalem evit e ginnig d’an Aotrou,