Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.
Leviegezh 11:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep boued da zebriñ a vo deuet warnañ eus an dour-se a vo dic’hlan, ha pep evaj da evañ en un hevelep lestr a vo dic’hlan. |
Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.
Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!
An daoulagad lorc'hus hag ar galon c'hwezhet eo lamp ar re zrouk, ha n'eo nemet pec'hed.
An hini a gresk e vadoù dre gampi ha dre uzurerezh, a zastum evit an hini en devo truez ouzh ar beorien.
Pa gouezho ur pezh bennak e-barzh ul lestr-pri bennak, al lestr a vo dic’hlan hag e torrot anezhañ.
Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan; ar forn hag an oaled a vo distrujet, dic’hlan ez int ha dic’hlan e vint evidoc’h.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.