Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan; ar forn hag an oaled a vo distrujet, dic’hlan ez int ha dic’hlan e vint evidoc’h.
Deviñ a raio an dilhad, pe ar steuñvenn pe an anneuenn e gloan pe e lin, pe an dra bennak a groc’hen a vo ar gouli warnañ, rak ul lorgnez wriziennet eo. Devet e vo en tan.