Leviegezh 11:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Al loened all o nijal hag a ruz hag a ya war bevar droad, a vo un euzhusted evidoc’h. |
Setu amañ ar re a zebrot: ar c’hilhog-raden hag e rumm, al lamperez hag he rumm, ar c’hwil hag e rumm, ar c’harveg hag e rumm.
Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
pe evit an hini en devo stoket ouzh ur stlejvil bennak en defe e zic’hlanaet, pe evit an hini en devo en em lakaet dic’hlan gant un dic’hlander bennak.
enni edo holl bevarzroadeged an douar, al loened gouez, ar stlejviled ha laboused an neñv.