E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
Leviegezh 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne evi na gwin na evaj mezvus ebet, te ha da vibien ganit, pa’z eot e-barzh teltenn an engalv, gant aon na varvfec’h. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, |
E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
Ar gwin a zo goapaer hag ar boeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n'eo ket fur.
Met int ivez a vrañsell gant ar gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; an aberzhour hag ar profed a vrañsell gant an evajoù kreñv, beuzet int er gwin, hag e tiheñchont gant an evajoù kreñv; brañsellat a reont er weledigezh, strebotiñ a reont er varnedigezh.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
An aberzhour a hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU, un dra santel hag a zo d'an aberzhour, gant ar bruched hejet hag ar skoaz kinniget evel prof savet. Neuze e c'hello an Nazeread evañ gwin.
ne evo na gwin nag evaj kreñv, ne evo na gwinegr a win na gwinegr a evaj kreñv, ne evo ket likor a rezin ha ne zebro na rezin fresk na rezin sec'h.
rak bras e vo dirak an Aotrou. N’evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,
Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c’her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,
Na gendalc’h ket da evañ dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da’z stomok ha da’z tiaezamantoù stank.
Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,